Eil Levr an Danevelloù 28:20
David a lavaraz c’hoaz da Zalomon, hé vâb: Kalounéka, hag en em gréva, ha labour: n’az péz ked a aoun, ha na spoun̄t két: râg ann Aotrou va Doué a vézô gan-éz, ha n’az distolô két, ha n’az dilezô két, kén n’az pézô peûr-c’hréat holl labour servich ti ann Aotrou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Eil Levr an Danevelloù 28
Cross References
Joshua 1:5Hini na hellô énébi ouz-hoc’h keit ha ma vévi. Ével ma ounn bét gan̄t Moizez, é vézinn ivé gan-éz: n’az kasinn ket er-méaz (T), n’az tilézinn két.
Joshua 1:9Hé c’hourc’hémenni a rann d’id: en em gréva ha béz kalounek. N’az péz két a aoun ha na spoun̄t két: râk é pé léac’h-bennâg m’az î, ann Aotrou da Zoué a vézô gan-éz.
1 Chronicles 22:13Râk na helli két kerzout ervâd, ma na virez két hé c’hourc’hémennou, hag ar barnédigézou en deûz ann Aotrou kémennet da Voizez da zeski da Israel. En em gréva ha béz kalounek; n’az péz két a aoun nag a zaouzan.
Ezra 10:4Sâv; d’id eo da c’hourc’hémenni; ha nî a vézô gan-éz: en em gréva, ha grâ.
Isaiah 41:10C’houi eo va zestou, émé ann Aotrou, ha va zervicher em eûz dilennet; évit ma wiot, ha ma krédot, ha ma poellot pénaoz eo mé va-unan a zô: em raok n’eûz két bét doaréet a zoué, ha na vézô két war va lerc’h.