Eil Levr an Danevelloù 4:41
Ar ré-man̄ éta, a béré hon eûz lavaret ken̄t ann hanvou, a zeûaz é amzer Ézékias, roué Juda; hag hî a ziskaraz hô zeltou, a lazaz ar ré a choumé enn-hô, hag a zispennaz anézhô bété vréma. Hag hî a zô choumet enn hô léac’h, enn-abek d’ar peûri strujuz-brâz hô deûz kavet énô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Eil Levr an Danevelloù 4
Cross References
Numbers 32:1Hôgen mipien Ruben ha ré Gad hô dôa kalz a loéned, ha dreist-holl eul lôd brâz a gézek; pa wélchon̄t éta douarou Jazer ha Galaad péré a oa mâd évit maga loéned,
Judges 10:12Hag ar Sidonied, hag ann Amalékited, hag ar C’hananéed ha n’hô deûs-hi két gwasket war-n-hoc’h; ha pa hoc’h eûz garmet étrézég enn-oun, ha n’em eûz-mé két hô tennet eûz hô daouarn?
1 Chronicles 3:13Péhini a en̄géhen̄taz Ac’haz, tâd Ézékias, a béhini eo ganet Manasez.
Isaiah 14:28Ér bloaz é péhini é varvaz ar roué Ac’haz, é c’hoarvézaz ar béac’h-man̄.