Levr Daniel 9:18
Dinaou da skouarn, ô va Doué, ha sélaou: digor da zaoulagad, ha sell oud hor man̄tr, hag oud ar géar é péhini eo bét galvet da hanô; râk né két hervez hor reizded en em strin̄komp d’ann douar dirâk da zremm évid da bédi, hôgen hervez ann niver brâz eûz da drugarézou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 6:27Ével-sé é c’halvin̄t va hanô war vugalé Israel, ha mé a vennigô anézhô. ———— VII. PENNAD. Kennigou brin̄sed ar breûriézou.
Psalms 25:6Az péz koun, Aotrou, eûz da vadélésiou, hag eûz da drugarézou, a zô bét a-viskoaz.
Isaiah 63:15Ha c’houi a zilézô hoc’h hanô ével eunn touadel d’am ré-zilennet; hag ann Aotrou Doué az lazô, hag a rôi eunn hanô all d’hé zervichérien.
Isaiah 64:6Mouéz eur bobl a glevann eûz a géar, eur vouéz eûz ann templ, mouéz ann Aotrou a rô d’hé énébourien ar péz a zellézon̄t.