Adlezenn 13:2
É ranni évid oud teir géar é-kreiz ann douar a dlé ann Aotrou da Zoué da rei d’id é kers; 3 Hag éc’h aozi gan̄d évez eunn hen̄t: hag é ranni é teir lôden kévatal holl vrô da zouar, évit ma en dévézô tôst d’ézhan̄ eul léac’h évid en em denna enn-han̄, néb a vézô red d’ézhan̄ tec’hout évit béza lazet eunn dén.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 13:6Gan̄d aoun na zeûjé ar c’har nésa d’ann hini a zô bét skuḻet hé c’hoad, héget gan̄d hé c’hlac’har, da rédek war-lerc’h hé-man̄, ha d’hé dizout, mar d-eo ré hir ann hen̄t, ha d’hé laza, pétrâ-bennâg n’eo két hé-unan̄ dellézek a varô, ô véza n’eûz kéd a zoaré en défé bét ken̄t kâs é-béd oud ann hini a zô bét lazet.
Deuteronomy 18:22Az péz koun pénaoz oud bét da-unan sklâv enn Éjipt; ha râk-sé eo é c’hourc’hémennann d’id ôber ann dra-man̄. ———— XXV. PENNAD. Kastiz ar skourjez. Breûr dalc’het da zimézi gan̄d in̄tan̄vez hé vreûr. É tléeur da vévézi Amalek.
Jeremiah 27:9Mar teû eur profed da ziougani ar péoc’h; pa vézô sévénet hé lavar, é vézô gwézet hag hen zô ann Aotrou en deûz hé gaset é gwirionez.