Adlezenn 13:9
(Mar mirez koulskoudé hé gélennou, ha mar gréz ar péz a chourc’hémennann d’id hiriô, ma kiri ann Aotrou da Zoué, ha ma kerzi enn hé hen̄chou é péb amzer) teir géar all a likî ouc’h-penn, hag ével sé é likî daou c’hémen̄d-all ann teir géar gen̄ta:
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 7:16Dastumi a rî ivé é-kreiz hé leûriou-kéar ann holl arrébeûri a vézô enn-hi, hag é loski anézhô gan̄d ar géar, enn hévélep doaré m’hô dévi holl d’ann Aotrou da Zoué, ma vézô hî eur béz peûr-baduz, ha na vézô mui savet.
Deuteronomy 25:12Hag ann holl bobl ô véza bét dastumet, kenn ar oazed, kenn ar merc’hed, hag ar vugaligou, hag ann diavésidi a vezô enn diabarz eûz da bersier, évit pa hé c’hlevin̄t ma tiskin̄t anézhi, ma toujin̄t ann Aotrou hô Toué, ma virin̄t ha ma sévénin̄t holl c’heriou al lézen-man̄;
Luke 14:26Mar teû eur ré d’am c’havout, ha na gasa kéd hé dâd, hag hé vamm, hag hé c’hrég, hag hé vugalé, hag hé vreûdeur, hag hé c’hoarézed, hag ivé hé vuez hé-unan, na hell két béza diskibl d’in.