Eklesiastes 7:15
Piaou ar madou enn deiz mâd, ha béz daré évid ar gwall zeiz; râg ével ma en deûz Doué gréat unan anézhô, en deûz ivé gréat égilé, hép ma hell dén hé damallout é nép trâ.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
14Sell oc’h ôberiou Doué, ha pénaoz na hell dén gwellaat ar péz en deûz disprizet.
Cross References
1 Samuel 22:18Hag hî hô-daou a réaz kévrédigez dirâg ann Aotrou: ha David a choumaz er c’hoat; ha Jonatas a zistrôaz d’hé dî hé-unan.
Job 21:7Pérâg éta é vév ar ré fallagr; pérâg in̄t-hi kenn uc’hel, ha kel leûn a vadou?
Psalms 39:6Evit-gwîr ann dén a drémen ével eur skeûden; hôgen en em nec’hi a râ enn-aner. Dastum a ra ten̄zoriou; ha na oar két évit piou é tastum anézhô.
Ecclesiastes 5:16É holl zeisiou hé vuez en deûz débret enn dévalien, é kalz a brédériou, er reûz hag enn doan.