Eklesiastes 9:5
Râg ar ré véô a oar pénaoz é tléon̄t mervel; hôgen ar ré varô na anavézon̄t mui nétrâ, ha n’hô deûz mui a gôbr: râg ann én̄vor anézhô a zô rôet d’ann an̄kounac’h.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
2 Samuel 14:14Holl é varvomp, hag, ével ann doureier, é tivéromp enn douar hép distrei: ha na fell két da Zoué é vé kollet eunn éné; hôgen gourzéza a râ, gan̄d aoun na vé kollet a-grenn ann hini a zô bét kaset-kuît.
Job 14:21Pé é vézô hé vipien er c’hloar, pé é vézin̄t enn dismégan̄s, n’her gwézô két.
Psalms 6:5Râk n’eûz hini a gemen̄t en défé koan ac’hanod er marô ha piou a veûlo ac’hanod er béz?
Psalms 88:13Hôgen mé em eûz garmet étrézég enn-od, Aotrou; hag hastet em eûz min̄tin mâd kenniga va féden d’id.
Ecclesiastes 1:11N’eûz két a én̄vor eûz ann traou ken̄t; hag ar péz a dlé don̄t a vézô an̄kounac’héet gan̄d ar ré a zeûi war hon lerc’h.
Ecclesiastes 7:2Gwell eo eunn hanô mâd, égét louzou-c’houés-vâd ha talvouduz-brâz ha deiz ar marô égéd deiz ar c’hanédigez.