Levr Ester 3:15
Ar réderien a oa kaset a iéa buhan, évit sévéni gourc’hémenn ar roué. Râk-tâl é oé staget ar gourc’hémenn-zé é Suza, en̄dra ma édô ar roué hag Aman ô banvézi, hag ann holl Iuzevien a oa é kéar ô skuḻa daélou. ———— IV. PENNAD. Mardoché a rô da anaout fallagriez Aman da Ester.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Esther 4:16Kéa ha stroll ann holl Iuzevien a gavi é Suza, ha pédit évid-oun. Na zebrit, na na évit a-héd trî dervez ha teir nôzvez; ha mé ivé a iunô gan̄t va flac’hed; ha goudé-zé éz inn da gavout ar roué a-éneb al lézen, hag héb béza galvet, oc’h en em rei d’ar gwall ha d’ar marô.
Psalms 37:7Sen̄t oud ann Aotrou, ha péd-hén̄. Na érez két ann hini en deûz eûr-vâd enn hé heñt; nag ann dén a râ traou direiz.
Proverbs 4:16Râk na gouskon̄t ket néméd droug hô défé gréat; hag ar c’housk a gollon̄t, ma n’hô deûz két diskaret eur ré-bennâg.
Proverbs 31:4Na rô két, ô Lamuel, na rô két a wîn d’ar rouéed; râk n’eûz nétrâ a guzet el léac’h ma rén ar vézven̄ti:
Amos 6:6C’houi péré a év gwîn é fiolennou, hag en em lard gan̄d éôl ar c’houéka: ha péré a zô dihégar é-kén̄ver glac’har Jozef.