Levr Ester 3:2
Hag holl zervicherien ar roué, péré a oa oud dôriou hé balez, a blégé ô daoulin, hag a azeûle Aman; râg ann Impalaer en dôa he c’hourc’hémennet d’ézhô. Na oé némét Mardoché a gémen̄t na blégaz két hé zaoulin dira-z-han̄, ha na azeûlaz két anézhan̄.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 25:19Bréma éta skrivid évid-hoc’h ar ganaouen-man̄, ha deskit-hé da vugalé Israel, évit ma hé dalc’hin̄t din̄dân én̄vor, ha ma hé c’hanin̄t dré hô génou, ha ma vézô d’in ar ganaouen-zé da desténi é-touez bugale Israel.
Esther 2:5É kéar Suza éz oa eur Iuzeô hanvet Mardoché, mâb Jair, mâb Séméi, mâb Kis, eûz a wenn Jémini,
Esther 2:21Hôgen enn amzer ma choumé Mardoché oud dôr ar roué, Bagatan ha Tarez, daou spaz d’ar roué, péré a oa da benn war ar ré a ziwalle ar persier ken̄ta eûz hé dî, a zavaz droug enn-hô. Fellout a réaz d’ézhô dispac’ha oud ar roué, hag hé laza.
Esther 3:3Ha servicherien ar roué péré a oa da benn out persier ar palez a lavaraz d’ézhan̄: Pérâk na zen̄tez két ével ar ré all out gourc’hémenn ar roué?
Esther 5:9Aman éta a iéaz er-méaz enn deiz-zé, hag hén̄ laouen ha dréô. Hôgen pa wélaz pénaoz Mardoché péhini a oa azézet é-tâl porz ar palez, na oa két savet évit-han̄, ha na oa két zôkén fin̄vet eûz al léac’h é péhini é oa azézet, é savaz eunn drouk brâz enn-han̄: