Levr Ester 8:5
Hag a lavaraz: Mar plij gan̄d ar roué, ha ma em eûz kavet grâs dirâg hé zaoulagad, ha ma na gâv két dizoaré va feden, é pédann ac’hanod da derri gan̄d eul lizer névez, al lizer kôz en dôa skrivet Aman, énébôur touet d’ar Iuzevien, dré béhini en dôa gourc’hémennet ma vijé dispennet ar ré-man̄ é holl brovin̄sou ar roué.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
6Râk pénaoz é helfenn-mé gouzan̄vi marô ha dispenn va fobl:
Cross References
Esther 2:17Ar roué hé c’haraz dreist ann holl c’hragez; hag hi a gavaz grâs ha trugarez dira-z-han̄ dreist ann holl c’hragez; hag hén̄ a lékéaz ar gurunen a roué war hé fenn, hag a lékéaz anézhi da rouanez é léac’h Vasti.
Esther 3:13Kaset é oé gan̄t réderien ar roué d’ann holl brovin̄sou, évit ma vijé lazet ha kaset-da-gét ann holl Iuzevien, adaleg ar iaouan̄ka bétég ar c’hôsa, hag ivé ar vugalé hag ar merc’hed, enn hévélep deiz, da lavaroud eo, enn trizékved deiz eûz ann daouzékved mîz hanvet Adar, ha ma vijé preizet hô mâdou.
Esther 7:3Hag hî a lavaraz d’ezhan̄: Ma em eûz kavet grâs dirâk da zaoulagad, ô roué, ha ma hé gavez-mâd, rô d’in va buez a c’houlennann digan-éz, hag hini va fobl, évit péhini az pédann.