Levr Ezra 2:68
Ha lôd eûz a bennou ann tiadou ô véza deûet ébarz Jéruzalem, el léac’h ma oa bét tî ann Aotrou, a gennigaz anézhô hô-unan péadra da zével adarré tî ann Aotrou enn hé léac’h.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
67Gan̄t-hô éz oa pévar c’han̄t kan̄val pemp ha trégon̄t, ha c’houec’h mil seiz kan̄t azen hag ugen̄t.
Cross References
Numbers 7:3A gennigaz hô rôou dirâg ann Aotrou, c’houec’h karr gôlôet, gan̄d daouzég éjenn. Daou brin̄s a gennigaz eur c’harr, ha péb a éjenn, hag é tigaschon̄t anézhô dirâg ann tabernakl.
1 Chronicles 22:1Ha David a lavaraz: Hé-man̄ eo tî Doué, hag hé-man̄ eo aoter sakrifisou Israel.
Ezra 9:9Râk sklaved omp, hag hon Doué n’en deûz két hon dilézet enn hor sklavérez; hôgen digaset en deûz war-n-omp trugarez é-ken̄ver roué ar Bersied, évit ma rôjé d’é-omp ar vuez, ma savché tî hon Doué, hag hé lec’hiou dilézet, ha ma rôjé d’é-omp eunn digémer é Juda hag é Jéruzalem.