Levr Izaia 5:16
Hag Aotrou ann arméou a vézô gorréet enn hé varn, hag ann Doué san̄tel a vézô san̄télet enn hé reizded.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
15Hag ann dûd holl a blégô, hag ar ré vrâz a vézo vuéléet, ha daoulagad ar ré rôk a vézô izéléet.
Cross References
Leviticus 10:3Ha Moizez a lavaraz da Aaron: Chétu pétrâ en deûz lavaret ann Aotrou: San̄télet é vézinn er ré a dôsta ouz-in, ha meûlet é vézinn dirâg ann holl bobl. Aaron ô klevout kémen̄t-sé a davaz.
1 Chronicles 29:11D’id, Aotrou, eo ar veûrdez, hag ar galloud, hag ar c’hloar, hag ann tréac’h; ha d’id eo ar veûleûdi: râk kémen̄d a zô enn énv hag enn douar a zô d’id: ar rouan̄télez a zô d’id, ha té a zô dreist ann holl brin̄sed.
Psalms 21:13Sâv, Aotrou, enn da ners; nî a ganô hag a veûlô da c’halloud enn hor c’hanaouennou. ———— XXI. PSALM. Évit ann divez, évit skoazel ar min̄tin̄. Psalm David.
Isaiah 2:9Hag ann dén en deûz stouet, hag ar brasa dén a zô en em vuéléet; na zistol két éta d’ézhô.
Isaiah 2:17Hag uc’helded ann dén a vézô izéléet, ha balc’hder ar ré vrâz a vézô vuéléet, hag ann Aotrou hép-kén a vézô uc’héléet enn deiz-zé.
Isaiah 8:13San̄télit Aotrou ann arméou hé-unan: ra vézô hén̄ hoc’h aoun hag hô spoun̄t;