Levr Izaia 58:10
Bugalé ann diavésidi a zavô da vuriou, hag hô rouéed é zervichô ac’hanod: râg em buanégez em eûz skôet gan-éz, hag em madélez em eûz bét truez ouz-id.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 15:4Hag é kasin̄t anézhi enn eunn draoñien c’harô ha meinek, péhini na vézô két bét aret nag hadet biskoaz: hag énô é trouc’hin̄t gouzoug ann ounner.
Job 11:17Ha da vuez enn hé bardaez a zavô ével skéd ar c’hrésteiz: ha pa vézi kollet war da vénô, neûzé é savi ével ar wérélaouen.
Psalms 37:6Hag hén̄ a lakai da skédi da reizded ével eur c’houlaouen, ha da varn ével ar c’hrésteiz.
Psalms 112:4Savet eo ar goulou war ann dûd reiz é-kreiz ann dévalien; hégarad ha trugarézuz, ha reiz eo ann Aotrou.
Proverbs 11:24Lôd a rô ar péz a zô d’ézhô, hag a zô pinvidik bépréd; lôd all a skrab ar péz né két d’ézhô, hag a zô paour ével a gen̄t.
Proverbs 14:31Néb a wask war an dén dienek, a gunuc’h hé grouer; hôgen néb en deûz truez oud ar paour, a énor Doué.