Levr Izaia 58:5
Neûzé é wéli, hag é vézô brâz da lévénez; da galoun a vézô souézet hag a dridô, pa drôi étrézég enn-od madou brâz ar môr, pa zeûi pinvidigézou ar brôadou d’az kavout.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Nehemiah 9:1Hôgen er pévaré deiz war-n-ugen̄t eûz ar mîz-zé bugalé Israel en em zastumaz é iûn hag é séier; hag hî gôlôet a zouar.
Esther 4:16Kéa ha stroll ann holl Iuzevien a gavi é Suza, ha pédit évid-oun. Na zebrit, na na évit a-héd trî dervez ha teir nôzvez; ha mé ivé a iunô gan̄t va flac’hed; ha goudé-zé éz inn da gavout ar roué a-éneb al lézen, hag héb béza galvet, oc’h en em rei d’ar gwall ha d’ar marô.
Psalms 69:13Évidoun-mé, Aotrou, mé a réa va féden d’id ô lavarout: Chétu, ô Doué, ann amzer da ziskouéza da vadélez. Sélaou ouz-in hervez ma’z eo brâz da drugarez, ha gwirionez da zilvidigez.
Isaiah 58:3Hag ar brôadou a valéô enn da c’houlou, hag ar rouéed é skéd da zâv.