Levr Izaia 59:6
Hôgen c’houi a vézô galvet béléien ann Aotrou; servichérien hon Doué é viot hanvet; gan̄t madou ar brôadou é viot maget, hag hô meûrded a vézô da c’hloar d’é-hoc’h.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 55:11Hag ivé ann direiz. Hag ar c’hampi hag ann touellérez a zô bépréd war hé leûriou kéar.
Isaiah 5:7Gwinien Aotrou ann arméou eo ti Israel; ha tûd Juda a zô hé wenn hétuz-brâz. Ha mé a c’hédé é rajé traou reiz, ha chétu fallagriez; hag ann éeunder, ha chétu garm.
Isaiah 30:1Chétu é rénô ar roué gan̄t reizded, hag é aotrouniô ar brin̄sed gan̄t barnédigez.
Isaiah 57:12Râk paottet eo hor fallagriézou dira-z-oud, hag hor péc’héjou hô deûz tésténiet enn hon énep; râg hor gwallou a zô gan-é-omp, hag hor fallagriézou a anavézomp.
Isaiah 64:6Mouéz eur bobl a glevann eûz a géar, eur vouéz eûz ann templ, mouéz ann Aotrou a rô d’hé énébourien ar péz a zellézon̄t.