Levr Izaia 59:9
Hô gwenn a vézô anavézet é-mesk ar brôadou, hag hô c’hreskou é-touez ar boblou: ar ré holl péré hô gwélô, hô anavézô évit béza ar wenn a zô bét benniget gan̄d ann Aotrou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Job 19:8Va raven̄t en deûz serret ann Aotrou a bép tû, ha na hellann két mon̄d ébiou; tévalien en deûz lékéat em hen̄t.
Proverbs 4:19Hen̄t ar ré fallagr a zô téval; na ouzon̄t két péléac’h é kouézon̄t.
Jeremiah 8:15Râk-sé ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel: Chétu mé a voétô ar bobl-zé gan̄d huélen-c’houérô, hag a rôiô da éva d’ézhan̄ dour béstl.
Lamentations 3:2Va rénet en deûz, hag en deûz va c’haset enn dévalien, ha nann er goulou. ALEPH.
Amos 5:18Gwâ ar ré a c’hoan̄ta gwélout deiz ann Aotrou: pétrâ a dalvézô -hen̄ d’é-hoc’h? Tévalien, ha nann goulou é vézô ann deiz-zé d’ann Aotrou.
Habakkuk 1:13Glân eo da zaoulagad, évit na wéli két ann drouk: ha na hellez két sellout oud ar fallagriez: pérâg é sellez-té oud ar ré a râ drouk, hag é tavez-té pa loun̄k ar fallagr ann hini a zô reizoc’h égét-han̄?