Levr Yirmia 17:18
Hag hî a lavaraz: Deûit, ha mennomp ménosiou a-énep Jérémias: râk na ziouérô két a vélek évid al lézen, a zén fûr évid ar c’huzul, a brofed évid ar gér: deûit, ha skôomp war-n-ézhan̄ gan̄d hon téôd, ha na lékéomb évez é-bed oud hé holl c’hériou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
19Laka évez ouz-in, Aotrou, ha sélaou mouéz va énébourien.
Cross References
Psalms 25:2Va Doué, lakaad a rann va fisian̄s enn-od, na zeûet két a véz d’in.
Psalms 35:8Ra zeûiô d’ézhan̄ eur spi ha na wézô két; ra vézô paket enn hini en dôa kuzet; ra gouezô enn hé spi hé-unan.
Psalms 40:14Ra vézô mézékéet ha spoun̄tet kévret ar ré a glask va buez évid hé zenna digan-én̄. Ra zistrôiô war hô chîz, ha ra vézô spoun̄tet ar ré a glask ôber drouk d’in.
Psalms 71:1Enn-oud, Aotrou, em eûz lékéat va fisian̄s; arabad eo é venn mézékéet da-vikenn (T).