Levr Job 11:20
Hôgen daoulagad ar ré fallagr a fallô, hag hî a vézô dispennet hép ma hellin̄t tec’hout; hag ar péz a c’héden̄t a vézô argarzet gan̄t hô éne. (M). ———— XII. PENNAD. Job a ziskouéz furnez ha galloud Doué enn hé ôberiou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 26:16Chétu ivé pétrâ a rinn d’é-hoc’h: don̄d a rinn buan d’hô kwélout gan̄d ann diénez, ha gan̄d ar c’hrouez a zizec’hô hô taoulagad, hag a goazô hô puéz. Enn-aner eo éc’h hadot éd, rag hoc’h énébourien a wastô anézhan̄.
Job 3:21Péré a chortoz ar marô ha na zeû két, hag a zô ével pa doulfen̄t évit klask eunn ten̄zor;
Job 8:13Ével-sé éma hen̄chou ar ré a an̄kounac’ha Doué, ha géd ann orbidour a ielô-da gét.
Job 18:14Hé fisian̄s a vézô tennet er-méaz eûz hé delt, hag ar marô, é doaré eur roué, a flastrô anézhan̄ dindân hé dreid.
Job 27:22Doué her c’hastizô, ha na espernô két anézhan̄: enn-aner é fellô d’ézhan̄ tec’hout diouc’h hé zourn.
Job 34:22Nag ann dévalien, na skeûd ar marô na hell kuza énô ar ré a ra fallagriez.