Levr Job 32:13
Gan̄d aoun na lavarfac’h: Kavet hon eûz ar furnez; Doué eo en deûz hé zistolet, né két eunn dén.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
Lest ye should say, We have found out wisdom: God thrusteth him down, not man.
In Context
14N’en deûz lavaret nétrâ d’in; ha na respoun̄tinn két d’ézhan̄ diouc’h hô lavariou.
Cross References
Job 1:21Hag é lavaraz: Noaz ounn deûet eûz a gôv va mamm, ha noaz é tistrôinn dî; ann Aotrou en dôa rôet, ann Aotrou en deûz tennet; ével ma eo plijet gan̄d ann Aotrou, eo bét c’hoarvézet; ra vézô benniget hanô ann Aotrou.
Job 4:9A zô diskaret gan̄t c’houézaden Doué, ha dispennet gan̄t kourven̄ten hé vuanégéz:
Job 12:2N’eûz éta a dûd néméd-hoc’h, hag ar furnez a varvô gan-é-hoc’h?
Job 19:6Gwézit bréma da-vihana pénaoz né két dré eur varn a reiz en deûz Doué va glac’haret, ha va skôet gan̄d hé c’houliou.
Isaiah 5:21Gwâ c’houi, péré a zô fur d’hô taoulagad hoc’h-unan, hag a zô poellek war hô ménô-hu.