Levr Job 35:9
Enn abeg d’al lôd brâz eûz ann drouk-prézégerien, é c’harmin̄t; hag enn abeg da wall nerz bréac’h ann tiran̄ded, é wélin̄t.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
8Da fallagriez a noazô d’ann dén a zô hén̄vel ouz-id: ha da éeunder a vézô da skoazel da vâb ann dén.
Cross References
Nehemiah 5:1Neûzé ar bobl, hag hô gragez ar réaz klemmou brâz a-éneb ar Iuzevien hô breûdeûr.
Job 24:12Lakaad a réon̄t ann dûd da geina er c’heriou, hag éné ar ré c’hlazet a c’harm, ha Doué n’hô lézô két da von̄t héb hô ven̄ji.
Job 40:9Ha mé a an̄savô pénaoz da zourn déou a hell da zavétei.
Psalms 12:5Bréma é savinn, émé ann Aotrou, enn abek da reûz ar ré ézommek, ha da geinvan ar ré baour. E diwall hô likiinn: gan̄d dieûb é rinn kémen̄t-sé.
Psalms 55:2Sell ouz-in, ha sélaou ouz-in. Glac’haret ounn bét enn eur brédéria war va foaniou (T); reustlet ounn,