Levr Yehoshoua 18:12
Hô harzou a oé dirâg ann han̄ter-nôz oud ar Jourdan: hag é teûon̄t war-zû ann han̄ter-nôz eûz a Jériko; hag ac’hanô é piñon̄t war ar ménésiou war-zû ar c’hûs-héol, hag é teûon̄t bétê distrô Betaven;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Joshua 3:16Ann doureier a zeûé a-ûz a arzaôaz enn eul léac’h, hag oc’h en em zével é doaré eur ménez, é wéled anézhô a bell, adaleg ar géar a c’halveur Adom, bétég al léac’h hanvet Sartan: hôgen ann doureier a oa a-îz a ziskennaz é môr ann distrô (a c’halveur bréma ar môr Marô), ha na choumaz banné anézhô.
Joshua 7:2Enn amzer-zé Jozué a gasaz tûd eûz a Jériko étrézé Hai, a zô tôst da Vétaven, war zû ar sâv-héol eûz a géar Bétel, hag a lavaraz d’ézhô: Id hag anavézid ar vrô. Ar ré-man̄ a réaz ar péz a oa bét gourc’hémennet d’ézhô, hag a anavézaz Hai.
Hosea 4:15Ma en em roez d’ar c’hadélez, té Israel, da-vihana na béc’hét két Juda: n’az ît két da C’halgala, ha na biñit két da Vétaven: ha na livirit két enn eur doui: Béô eo ann Aotrou.
Hosea 10:5Na zistrôi két é brô ann Éjipt; hôgen Assur a vézô da roué d’ézhan̄, ô véza né két fellet d’ézhô distrei.