Levr Yehoshoua 18:3
Ha Jozué a lavaraz d’ézhô: Bété pégeit é morzot-hu el lézirégez, ha n’en em lékéot két é kers eûz ann douar en deûz ann Aotrou, Doué hô tadou, rôet d’é-hoc’h?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Joshua 1:6En em gréva ha béz kalounek; râk té eo a lôdennô d’ar bobl-zé diouc’h ar sort ann douar em eûz lavaret gan̄t lé d’hô zadou é rôjenn d’ézhô.
Judges 18:9Savit, ha piñomp étrézég enn-hô: rak nî hon eûz gwélet eur vrô binvidik-vrâz ha strujuz: bézit war évez, na zaléit két; déomp da gémérout anézhi; n’hor bézô poan é-béd.
Proverbs 10:4Dourn ar ré laosk a zigas ann diénez; hôgen dourn ar ré gré a zastum ar madou. Néb a harp war ar gévier, en em vag gan̄d avel; rédek a ra ivé war-lerc’h al laboused a nîc’h.
Proverbs 15:19Hen̄t ar ré ziek a zô ével eur c’haé spern; hen̄t ar ré reiz héb harz é-béd.
Zephaniah 3:16Enn deiz-zé é vézô lavaret da Jéruzalem: N’az péz két a aoun; da Zion, na vézet két dinerzét da zaouarn.