Levr ar Varnerien 21:5
Piou eûz a holl vreûriézou Israel né két piñet gan̄d armé ann Aotrou? Râg hî a oa en em wéstlet gan̄d eul lé brâz, pa oan̄t é Masfa, da laza ar ré ha na zeûjen̄t két.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Levr ar Varnerien 21
Cross References
Leviticus 27:28Kémen̄d a zô gwéstlet d’ann Aotrou, daoust pé eunn dén eo, pé eunn anéval, pé eur park, na vézô két gwerzet, ha na hellô két béza dasprénet. Kémen̄t a vézô bét gwéstlet eur wéach, a vézô san̄tel-brâz d’ann Aotrou.
Judges 21:1Bugalé Israel a douaz ivé é Masfa, hag a lavaraz: Hini ac’hanomp na rôi hé verc’h da c’hrég da vipien Ben̄jamin.
1 Samuel 11:7Savid éta bréma évit ma hô kalvinn é barn dirâg ann Aotrou, évid ann holl drugarézou en deûz bét enn hô kén̄ver hag é-kén̄ver hô tadou.
Jeremiah 48:10Hag ar C’haldéa a vézô é preiz; ha kémen̄d hini a wastô anézhi a binvidikai, émé ann Aotrou.