Levr Nehemia 1:11
Mé az péd, Aotrou, bézet évésiek da skouarn da béden da zervicher, ha da béden da zervicherien, péré a zouj da hanô; ha rén hiriô da zervicher, ha rô d’ézhan̄ trugarez dirâg ann dén-zé: râk mé a oa kôper ar roué. ———— II. PENNAD. Néhémias a zistrô da Jéruzalem, hag a laka da zével hé muriou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezra 1:1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 538-549) ◄ Ar Paralipoménon. Eil Levr Esdras. Levr ken̄ta Levr Néhémias. Ann eil eûz a Esdras ► ESDRAS. LEVR KENTA. ———— I. PENNAD. Sirus a lez ar Iuzevien da zistrei da Jéruzalem ha da zével ann templ a-névez. 1 Er bloavez ken̄ta eûz a Zirus, roué ar Bersied, évit séveni ar gér en dôa rôet dré c’hénou Jérémias, é lékéaz ann Aotrou spéred roué ar Bersied da zével, ha da embanna enn hé rouan̄télez holl, ô lavarout:
Ezra 7:27Benniget ra vézô ann Aotrou, Doué hon tadou, péhini en deûz lékéat kémen̄t-sé é kaloun ar roué, évid énori tî ann Aotrou a zô é Jéruzalem;