Levr Nehemia 10:29
Ar ré holl hô dôa hô skian̄t-vâd a grétéé évid hô breûdeûr, hag ar ré gen̄ta anézhô a zeûaz da rei hô gér, ha da doui pénaoz é kerzchen̄t é lézen Doué, en dôa rôet dré zourn Moizez, servicher Doué, évit sévéni ha mirout holl c’hourc’hémennou ann Aotrou, hon Doué, hag hé varnédigézou, hag hé lidou;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 20:26Sen̄t é viot d’in, ô véza ma ounn san̄t, mé ann Aotrou, ha ma em eûz hô tennet eûz a-douez ann holl boblou all, évit ma viot d’in.
Deuteronomy 5:32Gwélit éta ma sévénot al lidou hag ar barnédigézou a likiinn hiriô dira-z-hoc’h. ———— XII. PENNAD. Gourc’hémennet eo d’ann Israélited diskara ha brévi ann idolou, paéa ann déogou hag ar bréveûdiou.
1 Chronicles 9:2Hôgen ar ré gen̄ta a choumaz enn hô madou, hag enn hô c’heriou a oé Israel, hag ar véleien, hag al Lévited, hag ann Natinéed.