Levr Nehemia 10:37
Ha da zigas d’ar véleien, é ten̄zor hon Doué, ar c’hen̄ta frouez eûz hor boéd, hag eûz hor braoued, ha frouez hon holl wéz, hag ar rézin, hag ann olived; ha da baéa ann déog eûz hon douar d’al Lévited. Al Lévited a zavô ivé ann déok war hol labour enn holl geriou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 27:30Holl zéogou ann douar, daoust pé eûz ann édou, daoust pé eûz a frouez ar gwéz, a zô d’ann Aotrou, hag a zô gwéstlet d’ézhan̄.
Numbers 18:12Rôed em eûz d’id ar gwella eûz ann éôl, eûz ar gwîn, hag eûz ann éd, ha kémen̄t ken̄ta-frouez a gennigeur d’ann Aotrou.
Numbers 18:18Hôgeo hô c’hig a zigouézô d’id, ével ar poull-kaloun a zô gwéstlet, hag ar skoaz zéou a vézô d’îd.
Numbers 18:24Hag a-walc’h é vézô d’ézhô kennig ann déogou em eûz rannet évid hô ézommou, ha kémen̄d a zô réd dézhô,
Deuteronomy 26:2Ra zeûiô da dévaat (T) va c’hélénadurez ével glaô; ra ziverô va lavar ével gliz, ével glaô war ar géot, hag ével bannéou war al létoun.