Levr Nehemia 2:15
Hag é piñiz, en̄dra ma oa c’hoaz nôz, dré ar froud, hag é selliz oud ar vûr, hag é teûiz adarré da borz ann draon̄ien, hag é tistrôîz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
2 Samuel 15:23Ann holl a wélé gan̄d eur c’hri brâz, é-pâd ma treûzé ann holl bobl. Ar roué a dreûzaz ivé froud Sédron, hag ann holl bobl a gerzé a-héd ann hen̄t a zell oud ann distrô. 2i. Hôgen Sadok, ar Bélek- brâz, a zeûaz ivé, ha gan̄t-han̄ ann holl Lévited, péré a zougé arc’h kévrédigez Doué: hag hî a ziskennaz arc’h Doué diwar hô diskoaz. Hag Abiatar a bin̄az, kén na oé tréménet ann holl bobl a oa deûet er-méaz eûz a géar.
Nehemiah 3:13Hanun ha tûd Zanoé a zavaz porz ann draon̄ien; hé zével a réjon̄t hag é lékéjon̄t out-han̄ stalafiou, ha potennou, ha barrou, hag ivé mil ilinad a vûr bété porz ann teil.