Levr Nehemia 2:20
Ha mé a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô: Doué ann én̄v eo a gen-nerz ac’hanomp, ha ni a zô hé zervicherien; déomp, ha savomp a névez ar muriou; hôgen c’houi n’hoc’h eûz na lôd, na gwîr, na koun é Jéruzalem. ———— III. PENNAD. Nivérérez ar ré a zaô a névez muriou Jéruzalem.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 24:7Hag é likii war-n-ézhô ézan̄s luc’huz-brâz, évit ma vézô ar bara ével eur c’houn eûz ar c’hennig gréat d’ann Aotrou.
Nehemiah 1:4Pa gléviz ar geriou-zé, éc’h azéziz, é wéliz, hag é riz kaon̄ é-pâd meûr a zervez; iuna a rîz, hag é pédiz dirâk Doué ann én̄v.
Esther 4:11Holl zervicherien ar roué; hag ann holl brovin̄sou a zô dindân he c’halloud a oar pénaoz mar teû hini, daoust pé goaz, daoust pé maouez, da von̄t, héb béza galvet, er zâl a-ziabarz, é véz lazet râk-tâl hép mâr é-béd; néméd astenni a râfé ar roué dré zarvoud étrézég enn-han̄ hé walen-roué aour, ével arouéz a habaskded, ha dré-zé ma hellô béva. Pénaoz éta é helfenn-mé mon̄d da gavout ar roué, pa n’ounn két bét galvet gan̄t-han̄ trégon̄t dervez a zô?
Psalms 35:27Ra dridô ha r’en em laouénai ar ré a gâr va reizded; ha ra livirin̄t bépréd: Meûlet-brâz ra vézô ann Aotrou, hî péré a gâr péoc’h hé zervicher.