Levr Nehemia 2:8
Hag ivé eul lizer évid Asaf, diwaller koat ar roué, ma rôi d’in koat évit ma hellinn gôlei dôriou touriou ann tî, ha muriou kéar, hag ann tî é péhini éz inn. Hag ar roué hen aotréaz d’in, ô véza ma oa mâd dourn va Doué war-n-oun.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezra 5:5Hôgen lagad hô Doué a zellaz oud hénaoured ar Iuzevien, hag ar re-zé na helchon̄t ket enébi out-hô. Ha mâd é oé kavet kâs kémen̄t-sé dirâk Darius, ha ma respoun̄tché ar Iuzevien dira-z-han̄ d’ann tamall-zé.
Ezra 6:22Hag hî a réaz goél ar bara dic’hoell é-pâd seiz dervez el lévénez, ô véza m’en dôa ann Aotrou hô laouénéet ha m’en dôa trôet kaloun roué ann Assiried enn hô c’hén̄ver, évit m’hô skoazelfé da zével tî ann Aotrou, Doué Israel. ———— VII. PENNAD. Esdras a zô kaset er Judéa gan̄d Artakserses.
Ezra 7:9Râg enn deiz ken̄ta eûz ar miz ken̄ta é téraouas piña eûz a Vabilon, hag enn deiz ken̄ta eûz ar pempved mîz é teûaz da Jéruzalem, ô véza ma oa dourn mâd hé Zoué war-n-ézhan̄.
Nehemiah 2:17Hag é liviriz d’ézhô: C’houi a anavez ar c’hlac’har é péhini émomp, dré ann abek ma eo dizud Jéruzalem, ha ma eo bét dévet hé fersier gan̄d ann tân: deûit, ha savomp a névez muriou Jéruzalem, évit na vézimp mui er vézégez.
Nehemiah 3:1Neûzé Éliasib, ar bélek-brâz, a zavaz, hag hé vreûdeûr ar véleien, hag é savchon̄t porz ann dén̄ved; hé san̄téla a réjon̄t, hag é savchon̄t hé fersier, ô san̄téla anézhô, bété tour ar c’han̄t ilinad, bété tour Hananéel.
Proverbs 21:1Ével dour réd éma kaloun ar roué é dourn ann Aotrou: el léac’h ma kâr é trô anézhan̄.