Niveroù 15:24
Ha ma en deûz ann holl bobl an̄kounac’héet hé ôber, é kennigô eul leûé eûz ann tropel, ével eur sakrifiz-losk eûz a eur c’houés vâd-meûrbéd d’ann Aotrou, hag ar bleûd-kennig, hag ar braoued-kennig, hervez al lidou, hag eur bouc’h évid ar péc’hed.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 4:23Ha mar teû pelloc’h da anaoud hé béc’hed, é kennigô da hostiv d’ann Aotrou eur bouc’h iaouan̄k dinam. 21 Lakaad a rai hé zourn war hé benn; ha pa en dévézô hé lazet el léac’h ma vez gréat peûrvuia ar sakrifisou-losk dirâg ann Aotrou, ô véza ma eo évid ar péc’hed,
Leviticus 23:19Kenniga a réot ivé eur bouc’h évid ar péc’hed, ha daou oan bloaz ével hostivou a béoc’h.
Numbers 15:26Hag é vézô distolet da holl bobl bugalé Israel, ha d’ann diavésidi a zô deûet da choum enn hô zouez; rag eur péc’hed eo en deûz gréat ann holl bobl dré ziwiziégez.
Ezra 8:35Mipien ann dizougadur, péré a oa deûet eûz ar sklavérez, a gennigaz é sakrifiz-losk da Zoué Israel, daouzék leûé évid holl bobl Israel, c’houézék tourz ha pévar-ugen̄t, seiték oan ha tri-ugen̄t, daouzék bouc’h évid ar péc’hed; holl é sakrifiz-losk d’ann Aotrou.