Niveroù 15:31
Rak disprizet en deûz gér ann Aotrou, ha torret eo bét gan̄t-han̄ hé c’hourc’hémenn; râk-sé é vézô kaset-da-gét hag é tougô hé fallagriez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 26:15Mar grit faé war va lézennou, ha mar disprizit va barnédigézou, ma na rît két ar péz em eûz gourc’hémennet d’é-hoc’h, ha mar torrit va c’hévrédigez;
Numbers 9:13Hôgen ann dén a vézô glân, ha na vézô két enn hen̄t, ha na rai két koulskoudé ar Pask, a vézô gwastet eûz a greiz hé bobl, ô véza n’en deûz két enn hé amzer kenniget ar sakrifiz d’ann Aotrou; dougen a rai hé-unan hé béc’hed.
Psalms 38:4O véza ma eo éat va fallagriézou dreist va fenn; ha ma hô deûz pounnéréet war-n-oun ével ar béac’h ar pounnéra.
Proverbs 13:13Néb a gomz eûz a eunn dra gan̄t faé, en em en̄gwéstl évid ann amzer da zon̄t; hôgen néb a zouj ar gourc’hémenn, a choumô é péoc’h. Ann énéou touelluz a fazi er péc’héjou; hôgen ar ré reiz a zô trugarézuz, hag a râ trugarez.