Niveroù 18:20
Hag ann Aotrou a lavaraz da Aaron: N’hô pézô nétrâ enn hô douar, ha n’hô pézô lôd é-béd enn hô mesk; mé eo da lôd ha da zigouéz é-kreiz bugalé Israel.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 18:23Ra zervichô ac’hanoun mipien Lévi hép-kén enn tabernakl, ha ra zougin̄t péc’héjou ar bobl. Eul lézen peûr-baduz é vézô enn hô kwennou. N’hô dévézô nétra all é-bed. (T).
Deuteronomy 10:9Seiz sizun a nivéri adaleg ann deiz é péhini ez pézô lékéat ar fals enn édou;
Deuteronomy 18:1Mar kémer eunn dén eur c’hrég, ha mar d-â gan̄t-hi; ha ma na gâv két hî trugarez dirâg hé zaoulagad, enn abek da eunn dra louz-bennâg, é skrivô-hén̄ eul levr-rann, hé rôi d’ézhi enn hé dourn, hag a gasô anézhi kuît eûz hé dî,
Joshua 13:14Hôgen Moizez na rôaz kéd a zouar é kers da vreûriez Lévi; rak sakrifisou ha viktimou ann Aotrou, Doué Israel, a zô hé digwéz, ével ma en deûz hé lavaret d’ézhan̄.
Joshua 14:3Rak Moizez en dôa rôet d’ann diou vreûriez all ha d’ann han̄ter eûz a vreûriez Manasé douarou é kers enn tû all d’ar Jourdan, hép nivéri al Lévited, péré n’hô dôé két a zouar ével hô breûdeûr: