Levr ar Salmoù 110:4
Touet en deûz ann Aotrou, ha n’en dévézô két a geûz; té eo ar bélek peûr-baduz, hervez urs Melkisédek.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
The LORD hath sworn, and will not repent, Thou art a priest for ever after the order of Melchizedek.
In Context
5Ann Aotrou a zô oud da zourn déou; brévet en deûz ar rouéed é deiz hé vuanégez.
Read all of Levr ar Salmoù 110
Cross References
Numbers 23:19Doué né két ével ann dén a hell lavarout gevier, nag ével mâb ann dén a hell béza édrô. Pa en deûz éta lavaret eunn dra, ha n’her grai két? Pa en deûz komzet, ha na zévénô két hé c’hér?
Hebrews 5:6Hervez ma lavar enn eul léac’h all: Té eo ar bélek peûr-bâduz, hervez urs Melkisédek.
Hebrews 6:20É péléac’h Jézuz ével diaraoger a zô éat évid-omp, ô véza bét lékéat da Vélek-brâz peûr-baduz hervez urs Melkisédek. ———— VII. PENNAD.
Hebrews 7:17Râk testéniet eo, ô lavarout Té a zô ar bélek peûr-baduz, hervez urs Melkisédek.
Hebrews 7:28Râg al lézen a laka évit béleien tûd gwân: hôgen gér al lé, péhini a zô deûet goudé al lézen, en deûz lékéat da vélek ar Mâb, péhini a zô klôk da-vikenn. ———— VIII. PENNAD. l. Ann diverr eûz ar péz hon eûz lavaret diaraog eo, Pénaoz hon eûz eur bélek ker braz, ma’z eo azézet enn tu déou da gador ar veûrdez enn én̄vou, 2 Bélek ar san̄tuer, hag ar gwîr dabernakl, en deûz savet ann Aotrou, ha nann eunn dén. 3 Râk péb bélek-brâz a zô lékéat évit kinniga rôou, hag hostivou: dré-zé eo réd en défé ivé hé-man̄ eunn dra-bennâg da ginniga. 4 Ma vijé éta war ann douar, na vijé két bélek: pa ioa anézhô évit kinniga rôou hervez al lézen, 5 Hag a zervich Doué hervez skouériou ha skeûdennou eûz ann én̄v; ével ma lavaraz Doué da Voizez, pa réa ann tabernakl: Laka évez, émé-z-han̄, da ôber pép-trâ hervez ar skouér a zô bét diskouézet d’îd war ar ménez. 6 Hôgen bréma eo gwelloc’h ar vélégiez, ô véza ma eo han̄térour enn eur gévrédigez gwelloc’h, ha ma eo savet war wéstlou gwelloc’h. 7 Râk ma vijé bét difazi ann hini gen̄ta, na vijé két bét klasket léac’h d’ann eil. 8 Hôgen oc’h hô zamallout é lavar: Don̄d a rai eunn amzer, émé ann Aotrou, é péhini é rinn gan̄t tî Israel ha gan̄t tî Juda eur gévrédigez névez; 9 Nann hervez ar gévrédigez em eûz gréat gan̄d hô zadou, enn deiz é péhini hô c’hémériz dré ann dourn évid hô zenna euz a zouar ann Éjipt; râk n’in̄t két choumet em gévrédigez, ha mé em eûz hô dilézet, émé ann Aotrou. 10 Râk chétu ar gévrédigez a rinn gan̄t tî Israel goude ann deisiou-zé, émé ann Aotrou: Va lézennou a likiinn enn hô spéred, hag é skrivinn anézhô enn hô c’haloun: ha mé a vézô hô Doué, hag hî a vézô va fobl. 11 Ha pép-hini anézhô na zeskô két hé nesa, hag hé vreûr, ô lavarout: Anavez ann Aotrou; râg ann holl am anavézô, adaleg ann distéra bétég ann uc’héla. 12 Râk trugarez em bézô évid hô drougiézou, ha n’am bézô mui a goun eûz hô féc’héjou. 13 Hôgen ô lavarout eo nevez ar gévrédigez-man̄, en deûz diskouézet pénaoz eo kôséet ar gévrédigez gen̄ta. Hôgen ar péz a zeû da véza oadet ha kôz, a zô tôst d’hé zivez. ———— IX. PENNAD.