Levr ar Salmoù 13:4
Sell ouz-in, ha sélaou ouz-in, Aotrou va Doué. Skléra va daoulagad évit na gouskinn két er marô;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
3Bété pégeit é vézô savet va énébour dreist-oun?
Cross References
Joshua 7:9Ar C’hananéed a glevô kémen̄t-man̄, hag ar ré holl a choum er vrô-man̄; hag oc’h en em zastumi holl, é teûin̄t da gelc’hia ac’hanomp, hag é lamin̄t hon hanô diwar ann douar. Ha pétrâ a ri-dé neûzé évid da hanô brâz?
Psalms 9:19Sâv, Aotrou, évit n’en em stardô két ann dén; bézet barnet ar brôadou dira-z-ôd.
Psalms 25:2Va Doué, lakaad a rann va fisian̄s enn-od, na zeûet két a véz d’in.
Psalms 35:25Na lavaren̄t két enn hô c’halonou: Mâd, mâd, en em laouénaomp; na lavaren̄t két: Hé loun̄ket hon eûz.
Psalms 55:22Taol da holl bréder war ann Aotrou, hag hen̄ hé-unan az magô: na rôiô két eur c’héflusk peûr-baduz d’ann dén reiz.
Psalms 62:6Râg hén̄ hé-unan eo va Doué, ha va Zalver: va skoazel, ha na fin̄vinn két.