Levr ar Salmoù 138:7
Hast, Aotrou, sélaoui ouz-in; fata a râ va spéred; na zistrô két da zaoulagad diouz-in, pé é vézinn hén̄vel oud ar ré a ziskenn er poull.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
6Astennet em eûz va daouarn étrézég enn-od; va éné a zô dira-z-od ével eunn douar dizour.
Read all of Levr ar Salmoù 138
Cross References
Job 13:15Ha pa lazfé Doué ac’hanoun, é lakafenn va géd enn-han̄; ha koulskoudé é tamalfenn va hen̄chou dira-z-han̄.
Psalms 17:7Diskouéz enn eunn doare burzudus da drugarézou, té péhini a zavété ar ré a laka hô géd enn-od.
Psalms 18:18Va diaraoget hô deûz é deiz va glac’har; hag ann Aotrou a zô deûet warez d’in.
Psalms 20:6Ra leûniô ann Aotrou da holl c’houlennou: bréma em eûz anavézet pénaoz en deûz ann Aotrou savétéet hé éôliet. Klévoud a rai out-han̄ eûz ann én̄v, hé léac’h san̄tel; dieûb hé zourn déou a zô kré-meûrbéd.
Psalms 35:1Barn, Aotrou, ar ré a ra gaou ouz-in; trec’h ar ré a stourm ouz-in.
Psalms 44:3Râk né két gan̄d hô c’hlézé eo éz in̄t deûet da véza perc’hen d’ann douar (T): ha né két hô bréac’h é deûz hô dieûbet; hôgen da zourn déou, ha da vréac’h, ha sklerder da zremm; ô véza ma éc’h eûz hô c’haret.