Levr ar Salmoù 43:3
Digas da c’houlou ha da wirionez; hî hô deûz va rénet ha va c’haset war da vénez san̄tel hag enn da dabernaklou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
2 Samuel 15:20Abaoué déac’h oud deûet, ha réd é vé d’id-té hiriô don̄t (T) er-méaz gan-é-omp. Évid-oun, mé a ielô d’al léac’h ma tléann da von̄t: distrô-té, ha kâs da vreûdeûr gan-éz; hag ann Aotrou a rai enn da gén̄ver trugarez ha gwirionez, ô véza ma éc’h eûz diskouézet azaouez ha féalded.
1 Chronicles 16:1Digas a réjon̄t éta arc’h Doué, hag é lékéjon̄t anézhi é-kreiz ann tabernakl en dôa steñet David évit-hi; hag é kennigchon̄t sakrifisou-losk ha sakrifisou a béoc’h dirâg ann Aotrou.
1 Chronicles 21:29Hôgen tabernakl ann Aotrou, ann hini en dôa gréat Moizez enn distrô, hag aoter ar sakrifisou losk, a oa enn amzer-zé é léac’h-uc’hel Gabaon.
Psalms 3:4Gan̄t va mouéz em eûz garmet étrézég ann Aotrou; hag hén̄ en deûz klevet ouz-in eûz hé vénez san̄tel.
Psalms 36:9Râg gan-éz éma ar feun̄teun a vuez; hag enn da c’houlou é wélimp ar goulou.
Psalms 42:4Koun zô deûet d’in eûz a gémen̄t-sé, hag em eûz skuḻet va éné enn-oun va-unan: ô véza ma tréméninn dré al léac’h ma éma ann tabernakl estlammuz, bété tî Doué; é-kreiz ar c’hân hag al lévénez, ha trouz ar banvez.