Levr ar Salmoù 54:3
Râk diavésidi a zô savet em énep, ha lôd kré hô deûz klasket va buez: ha n’hô deûz két lékéat Doué dira-z-hô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
2Sélaou, ô Doué, out va féden; rô skouarn da c’heriou va génou.
4Chétu Doué a skoazel ac’hanoun; hag ann Aotrou a zô da zifenner d’am buez.
Cross References
Psalms 16:8Gwélout a réann bépréd ann Aotrou dira-z-oun; râg enn tû déou d’in éma, gan̄d aoun na venn kéflusket.
Psalms 22:16Râk kalz a châs hô deûz va strôbet; eur strollad a dûd droug en deûz va grounnet. Toullet hô deûz va daouarn ha va zreid.
Psalms 40:14Ra vézô mézékéet ha spoun̄tet kévret ar ré a glask va buez évid hé zenna digan-én̄. Ra zistrôiô war hô chîz, ha ra vézô spoun̄tet ar ré a glask ôber drouk d’in.
Psalms 53:4En em zihin̄chet in̄t holl; didalvez in̄t deûet holl; n’eûz két enn hô zouez hag a rajé ar mâd, n’eûz hini é-béd.
Psalms 69:8Ével eunn diavésiad ounn deûet évit va breûdeûr; hag ével eunn tréméniad évid bugalé va mamm.