Aviel Yann 11:42
Gouzout a raen e selaouez ac'hanon atav, met e lavaret em eus abalamour d'ar bobl-mañ a zo en-dro din, evit ma kredo ec'h eus va degaset.
an Bibl
In The King James Version
In Context
43P'en devoe lavaret kement-se, e krias a vouezh uhel: Lazar, deus er-maez!
Cross References
Matthew 26:53Ha soñjal a rez na c'hellfen ket pediñ va Zad, hag e rofe din raktal ouzhpenn daouzek lejion aeled?
John 6:38Rak diskennet on eus an neñv, neket evit ober va bolontez, met bolontez an hini en deus va c'haset.
John 8:16Ha mar barnan, va barnedigezh a zo gwir; rak n'on ket va-unan-penn, met ganin emañ an Tad en deus va c'haset.
John 8:42Jezuz a lavaras dezho: Ma vije Doue ho Tad, e karjec'h ac'hanon, abalamour ma'z on deuet eus Doue, hag a-berzh Doue e teuan; rak n'on ket deuet ac'hanon va-unan, met eñ eo an hini en deus va c'haset.
John 10:36lavarout a rit-hu e wallgomzan, me an hini en deus an Tad santelaet ha kaset er bed, abalamour ma em eus lavaret: Me eo Mab Doue?
John 11:31Yuzevien a oa gant Mari en ti, ouzh he frealziñ; pa weljont e oa savet ken buan, hag e oa aet er-maez, e heuilhjont anezhi, o lavarout: Mont a ra da ouelañ d'ar bez.