Aviel Yann 11:47
Neuze ar veleien vras hag ar farizianed a zastumas ar sanedrin, hag a lavaras: Petra a raimp? Rak an den-se a ra kalz a virakloù.
an Bibl
In The King James Version
In Context
Cross References
Matthew 26:3Neuze ar veleien vras, ar skribed hag henaourien ar bobl en em zastumas e porzh ar beleg-meur, anvet Kaifaz,
Mark 14:1Gouel ar Pask hag ar bara hep goell a dlee bezañ daou zevezh goude; ar veleien vras hag ar skribed a glaske an doare da gregiñ e Jezuz dre droidell ha d'e lakaat d'ar marv.
John 2:11Jezuz a reas ar c'hentañ mirakl-mañ e Kana Galilea, hag e tiskouezas e c'hloar; e ziskibien a gredas ennañ.
John 12:19Ar farizianed a lavaras eta etrezo: Gwelout a rit na c'hounezit netra; setu, an holl dud a ya war e lerc'h.