Aviel Yann 13:21
P'en devoe Jezuz lavaret kement-se, e voe poaniet en e spered, hag e roas an testeni-mañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, unan ac'hanoc'h am gwerzho.
an Bibl
In The King James Version
In Context
22Hag an diskibien a selle an eil ouzh egile, o vezañ ne ouient ket a biv eo e komze.
Cross References
Matthew 26:21E-pad ma tebrent, e lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, unan ac'hanoc'h am gwerzho.
Mark 3:5Neuze, o sellout outo gant fae, hag o vezañ glac'haret eus kaleter o c'halon, e lavaras d'an den-se: Astenn da zorn. Hag ec'h astennas anezhañ, hag e teuas yac'h [evel egile].
Luke 22:21Met setu, dorn an hini am gwerzh a zo ouzh an daol-mañ ganin.
John 11:35Jezuz en em lakaas da ouelañ.
John 12:27Bremañ va ene a zo trubuilhet; ha petra a lavarin? Tad, savete ac'hanon eus an eur-mañ! Met evit kement-se on deuet en eur-mañ.
John 13:18Ne gomzan ket ac'hanoc'h holl; gouzout a ran ar re am eus choazet. Met ret eo d'ar Skritur bezañ peurc'hraet: An hini a zebr bara ganin en deus savet e droad em enep.