Aviel Yann 14:10
Ha ne gredez ket on-me en Tad, hag emañ an Tad ennon? Ar gerioù a lavaran deoc'h, n'o lavaran ket ac'hanon va-unan; met an Tad a chom ennon, a ra e-unan an oberoù a ran.
an Bibl
In The King James Version
In Context
Cross References
John 1:1Er penn-kentañ e oa ar Ger, hag ar Ger a oa gant Doue, hag ar Ger a oa Doue.
John 5:17Met Jezuz a lavaras dezho: Va Zad a labour betek vremañ, ha me a labour ivez.
John 6:38Rak diskennet on eus an neñv, neket evit ober va bolontez, met bolontez an hini en deus va c'haset.
John 7:28Ha Jezuz a grie en templ eta, o kelenn, hag o lavarout: C'hwi a anavez ac'hanon, hag ec'h ouzoc'h a-belec'h on. N'on ket deuet ac'hanon va-unan, met an hini en deus va c'haset a zo gwirion, ha c'hwi n'anavezit ket anezhañ.
John 8:38Me a lavar ar pezh am eus gwelet e ti va Zad; ha c'hwi ivez, c'hwi a ra ar pezh hoc'h eus gwelet e ti ho tad.
John 10:30Me hag an Tad a zo unan.