Aviel Yann 15:20
Ho pet soñj eus ar ger am eus lavaret deoc'h: Ar mevel n'eo ket brasoc'h eget e vestr. Mar o deus va gwallgaset, e wallgasint ivez ac'hanoc'h; mar o deus miret va ger, e virint ivez hoc'h hini.
an Bibl
In The King James Version
In Context
Cross References
Matthew 10:24An diskibl n'eo ket uheloc'h eget e vestr, nag ar mevel uheloc'h eget e aotrou.
Luke 2:34Simeon o bennigas, hag a lavaras da Vari, e vamm: Setu, ar bugel-se a zo lakaet da vezañ kouezhadenn hag adsavidigezh evit kalz en Israel, ha da vezañ ur sin eus enebiezh,
John 5:16Abalamour da gement-se, ar Yuzevien a heskine Jezuz, [hag a glaske e lakaat d'ar marv,] dre m'en devoa graet-se deiz ar sabad.
John 8:51E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: mar mir unan bennak va ger, ne welo biken ar marv.
John 10:31Neuze ar Yuzevien a gemeras a-nevez mein evit e veinata.