Aviel Yann 15:24
Ma ne'm bije ket graet en o zouez an oberoù n'en deus graet hini all ebet, n'o dije ket a bec'hed; met bremañ o deus o gwelet, hag o deus kasaet ac'hanon ha va Zad ivez.
an Bibl
In The King James Version
In Context
23An hini a gasa ac'hanon, a gasa ivez va Zad.
Cross References
Matthew 9:33Pa voe kaset an diaoul kuit, an den mut a gomzas; hag ar bobl souezhet a lavare: Biskoazh n'eo bet gwelet kement all en Israel.
Matthew 11:20Neuze en em lakaas d'ober rebechoù d'ar c'hêrioù en devoa graet enno an darn vuiañ eus e virakloù, abalamour ma n'o devoa ket bet keuz.
Mark 2:12Ha kerkent e savas, hag o vezañ kemeret e wele, ez eas er-maez, dirak an holl, en hevelep doare ma oant holl souezhet, ha ma roent gloar da Zoue, o lavarout: Biskoazh n'hon eus gwelet kemend-all.
Luke 19:37Ha pa oa o tostaat d'an diskenn eus Menez an Olived, an holl vandenn diskibien, karget a levenez, en em lakaas da veuliñ Doue a vouezh uhel evit an holl virakloù o devoa gwelet.