Aviel Yann 17:25
Tad gwirion, ar bed n'en deus ket anavezet ac'hanout; met me am eus anavezet ac'hanout, hag ar re-mañ o deus anavezet eo te ac'h eus va c'haset.
an Bibl
In The King James Version
In Context
Cross References
Matthew 16:16Simon-Pêr a respontas: Te eo ar C'hrist, Mab an Doue bev.
John 1:18Den n'en deus biskoazh gwelet Doue; ar Mab nemetañ a zo en askre an Tad, eo an hini en deus graet e anavezout.
John 5:19Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: ar Mab ne c'hell netra anezhañ e-unan, nemet en defe gwelet an Tad ouzh e ober; rak kement a ra an Tad, ar Mab ivez en gra eveltañ.
John 7:29Me a anavez anezhañ, rak dont a ran eus e berzh, hag eñ eo en deus va c'haset.
John 8:55Koulskoude, n'hoc'h eus ket e anavezet, met me a anavez anezhañ; ha ma lavarfen n'anavezan ket anezhañ, e vefen ur gaouiad eveldoc'h; met anavezout a ran anezhañ hag e viran e c'her.