Aviel Yann 18:38
Pilat a lavaras dezhañ: Petra eo ar wirionez? Ha goude m'en devoa lavaret kement-se, ez eas a-nevez da gavout ar Yuzevien, hag e lavaras dezho: Ne gavan torfed ebet en den-se.
an Bibl
In The King James Version
In Context
Cross References
Matthew 27:24Pilat, o welout penaos ne c'houneze netra, met e kreske an drubuilh, a gemeras dour hag a walc'has e daouarn dirak ar bobl, o lavarout: Didamall on eus gwad an den reizh-mañ; soñjit-se.
Luke 23:4Pilat a lavaras d'ar veleien vras ha d'ar bobl: Ne gavan netra da damall en den-mañ.
John 19:4Pilat o vezañ aet a-nevez er-maez a lavaras dezho: Setu, e tegasan anezhañ deoc'h er-maez, evit ma ouiot penaos ne gavan torfed ebet ennañ.
John 19:21Beleien vras ar Yuzevien a lavaras da Bilat: Na skriv ket: Roue ar Yuzevien, met penaos en deus lavaret: Me eo roue ar Yuzevien.