Aviel Yann 5:25
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an amzer a zeu, ha deuet eo dija, ma klevo ar re varv mouezh Mab Doue; hag ar re he c'hlevo, a vevo.
an Bibl
In The King James Version
In Context
Cross References
Luke 9:60Jezuz a lavaras dezhañ: Lez ar re varv da sebeliañ o re varv, met te, kae da brezeg rouantelezh Doue.
Luke 15:32Met ret mat e oa en em laouenaat hag en em sederaat, rak da vreur amañ a oa marv, hag deuet eo d'ar vuhez en-dro; kollet e oa, met adkavet eo.
John 4:23Met an eur a zeu, ha deuet eo dija, ma'c'h azeulo ar gwir azeulerien an Tad e spered hag e gwirionez, rak an Tad a c'houlenn ar seurt azeulerien-se.
John 5:28Na vezit ket eta souezhet a gement-se; rak dont a ra an eur ma klevo e vouezh an holl re a zo er bezioù, ha ma'z aint er-maez:
John 8:47An hini a zo eus Doue a selaou komzoù Doue; dre-se c'hwi ne selaouit ket, abalamour n'oc'h ket eus Doue.
John 17:1Jezuz a gomzas evel-se, hag o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e lavaras: Tad, an eur a zo deuet; ro gloar da'z Mab, evit ma roio gloar da Vab dit,