Aviel Yann 5:32
Bez' ez eus unan hag a ro testeni ac'hanon, ha gouzout a ran an testeni a ro ac'hanon a zo gwir.
an Bibl
In The King James Version
In Context
31Mar roan testeni ac'hanon va-unan, va zesteni n'eo ket gwir.
33Kaset hoc'h eus tud da gavout Yann, hag eñ en deus roet testeni d'ar wirionez.
Cross References
Matthew 17:5Komz a rae c'hoazh, pa zeuas ur goabrenn lugernus d'o golo; ha setu, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn, hag a lavaras: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez. Selaouit eñ.
Luke 3:22hag ar Spered-Santel a ziskennas warnañ e doare ur c'horf, evel hini ur goulm; hag ur vouezh a zeuas eus an neñv, o lavarout: Te eo va Mab karet-mat, ennout em eus lakaet va holl levenez.
John 5:36Met me am eus un testeni brasoc'h eget hini Yann, rak an oberoù en deus va Zad roet din da beurober, an oberoù-mañ memes a ran, a ro ac'hanon an testeni-mañ, penaos en deus an Tad va c'haset.
John 12:28Tad, ro gloar da'z anv. Neuze e teuas ur vouezh eus an neñv, hag a lavaras: Roet em eus gloar dezhañ, hag e roin gloar dezhañ c'hoazh.