Aviel Yann 7:1
Goude an traoù-se, Jezuz a valee dre C'halilea, rak ne felle ket dezhañ chom e Judea, abalamour ma klaske ar Yuzevien e lazhañ.
an Bibl
In The King James Version
In Context
2Met, gouel ar Yuzevien, galvet an Teltennoù, a dostae.
Cross References
Matthew 21:38Met ar winierien, pa weljont ar mab, a lavaras etrezo: Setu an heritour; deuit, lazhomp eñ, ha kemeromp e heritaj.
John 1:19Setu amañ testeni Yann, pa gasas ar Yuzevien eus Jeruzalem beleien ha levited da c'houlenn outañ: Piv out-te?
John 4:54Jezuz a reas an eil mirakl-se en e zistro eus Judea da C'halilea.
John 7:19N'en deus ket Moizez roet al lezenn deoc'h? Hag hini ac'hanoc'h ne vir anezhi. Perak e klaskit va lazhañ?
John 8:37Gouzout a ran oc'h lignez Abraham, met c'hwi a glask va lazhañ abalamour na gav ket va ger a zigor en ho kalon.
John 10:39Klask a raent eta c'hoazh kregiñ ennañ, met en em dennañ a reas eus o daouarn.