Aviel Yann 8:48
Ar Yuzevien a respontas dezhañ: Ha n'hon eus ket lavaret mat penaos out ur Samaritan, ha penaos ez eus un diaoul ennout?
an Bibl
In The King James Version
In Context
49Jezuz a respontas: Ne'm eus ket un diaoul, met enoriñ a ran va Zad, ha c'hwi a zizenor ac'hanon.
Cross References
Matthew 10:25A-walc'h eo d'an diskibl bezañ evel e vestr, ha d'ar mevel bezañ evel e aotrou. Mar o deus galvet mestr an tiegezh Beelzebul, pegement muioc'h ne c'halvint ket tud e diegezh.
Matthew 12:31Rak-se, me a lavar deoc'h, pep pec'hed ha pep gwallgomz a vo pardonet d'an dud, met ar gwallgomz a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet dezho.
John 4:9Ar wreg samaritan a respontas dezhañ: Penaos, te hag a zo yuzev, a c'houlenn da evañ diganin-me, ur Samaritanez? (Rak ar Yuzevien ne zarempredont ket gant ar Samaritaned.)
John 8:52Ar Yuzevien a lavaras dezhañ: Anavezout a reomp bremañ ez eus un diaoul ennout; Abraham a zo marv, hag ar brofeded ivez, ha te a lavar: Mar mir unan bennak va ger, ne welo biken ar marv.
John 13:13Va c'hervel a rit Mestr hag Aotrou, ha gwir a lavarit, rak bez' ez on.