Aviel Lukaz 1:35
An ael a respontas dezhi: Ar Spered-Santel a zeuio warnout, ha galloud an Uhelañ-Meurbet a c'holoio ac'hanout gant e skeud; dre-se ar bugel santel a vo ganet ac'hanout a vo galvet Mab Doue.
an Bibl
In The King James Version
In Context
34Neuze Mari a lavaras d'an ael: Penaos e c'hoarvezo kement-se, pa n'anavezan gwaz ebet?
Cross References
Matthew 1:20Evel ma soñje kement-se, setu, un ael eus an Aotrou en em ziskouezas dezhañ, dre e gousk, o lavarout: Jozef, mab David, na'z pez ket aon da gemer ganit Mari, da wreg, rak ar pezh a zo koñsevet enni a zo eus ar Spered-Santel,
Matthew 14:33Ar re a oa er vag a zeuas hag a azeulas anezhañ, o lavarout: Te eo evit gwir Mab Doue.
Matthew 27:54Neuze, ar c'hantener hag ar re a oa gantañ da ziwall Jezuz, o welout ar c'hren-douar ha kement a oa c'hoarvezet, a voe spontet bras hag a lavaras: Hemañ, evit gwir, a oa Mab Doue.